Skip to content Skip to sidebar Skip to footer

Bara brith (édition en breton)

Auteur : David Ar Gall, Gabriel Goubin

“Tostait, koantennig… a zalc’h hennañ da lâret a-vuzul ma strake e c’houriz.
Stanket e oa ar paourkaezh Anna a-dreñv an daolig. N’helle ket monet gwall bell hag en em welet a rae tapet etre daouarn lous ar gevnidenn vil a dostae hag a dotae, difonn, difonn.
Kiliñ a raas un tammig c’hoaz. Strebotiñ a raas doc’h an daolig ha koll a raas he c’hempouez arre…” Pa gej Anna, studiaderez e skol-Veur Roazhon gant Helen ar Gembreadez, e tro he buhez d’ul luziatez hag e ranko mont betek penn gant red diroll an darvoudoù…